bev.bzh
raktres rouedad sokial
ar vrezhonegerien

  • Digor pe digoroc’h

    Krouiñ ha kelaouiñ kelc’hiadoù familh, mignoned tost hag anaoudegezhioù

    Ar brezhoneg
    er-maez ar skol

    Ober gant bugale ha desachañ familhoù all

    Bevañ e brezhoneg

    Pal ar rann-mañ eo aesaat d’an holl vrezhonegerien ober a bep seurt traoù, ingal pe pas, hervez an amzer, er poent diwezhañ, gant brezhonegerion all anavet gante dija pe pas: monet da redek, da vale, da neuñval, d’ar sinema (ha pa vefe evit filmoù e yezhoù all), da sonadegoù, da festivalioù… ; c’hoari kartoù, c’hoari er-maez, pleustriñ arzoù… ; ober traoù er gêr, pik-nikañ, aozañ abadennoù sport pe dudi…

  • Bod pe boued

    Ha ma vefe sikouret ar vrezhonegerien da gejañ da vat o vout degemeret, bod pe boued, e brezhoneg? Touristañ en o bro ha pelloc’h, gwelet abadennoù pell diouzh o zi, foetañ bro evit o labour…, hep dilezel o yezh da-geñver ar predoù pe an nozioù. Skoulmañ darempredoù eus an dibab a raint ivez ha kreñvaat kumuniezh ar yezhourien. Tud o teskiñ ar yezh a c’hello dibab bout soubet enni ouzhpenn o c’hentelioù. An otelioù ha pretioù o deus tud evit degemer ar pratikoù e brezhoneg a baeo ur skodenn evit ma vo embannet o fichenn er rann-mañ.
    Rann skoazellet gant ar Redadeg 2016.

  • Barregerezhioù
    e brezhoneg

    Renabliñ barregezhioù ar vrezhonegerion hag al lec’hioù ma c’hellont bout servijet e brezhoneg gant an dud a vicher a vo pal ar rann-mañ. Paeet e vo gant ar stalioù pe embregerezhioù evit embann ur fichenn amañ ha gant an dud a embanno barregezhioù a-vicher, brudet gant ul lec’hiad, pa vo kliket war al liamm.