Baleadenn heñchet gouel Skiantoù ar Bae

Abadenn Sort : Abadenn
Rummad : Er-maez
Morgane Kouviour : Morgane
Goût hiroc'h a-zivout Baleadenn heñchet gouel Skiantoù ar Bae
Kit da zizoloiñ douarouriezh aodoù Bae Sant-Brieg dre ur bourmenadenn heñchet e brezhoneg, gant Sébastien Guinier. War aod Plerin, etre Beg ar Rozeler ha Tornamin, arsellit ouzh ar reier ha deskit muioc'h diwar-benn stummerezh an douar hag al liammoù etre an danzouar hag ar plant. Emgav d'ar Sadorn 28 a viz Gwengolo da 2e war parkva beg ar Rozelaer pe da 1e45 e Ti ar Vro Sant-Brieg a-benn kenweturiñ. Bezañ gant botoù kerzhout (war an draezhenn). Trugarez da lakaat ho anv en a-raok : 02 96 77 31 91, contact@tiarvro-santbrieg.bzh Kenaozet gant kevread Telenn ha strollad Baleerien Bro Sant-Brieg.
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h