A la découverte de la Chapelle Sainte-Cécile de Briec

Activité Type : Activité
Catégorie : Sevenadur
Détails de la rencontre Dizoloit Chapel Sant Selia e Brieg
Adresse / Point de rendez-vous : se connecter pour consulter cette information
13/10/2024 Brieg 10e1/2 mintin E brezhoneg Dre virout e blas *** Ti ar Vro Kemper a ginnig deoc'h ur weladenn e Brezhoneg evit ar glad asambles gant René Pétillon. Hennezh a lako ac'hanoc’h da anavezout Chapel Sant Selia, emañ hanter hent etre Kemper ha Brieg. René Pétillon, prezidant Komite Chapel Sant Selia, a gonto deoc'h istor ar batis-se eus ar 16vet kantvet, klaset eo gant ar Monumantoù Istorel. Dispar eo an danvez a zo enni : skeudennoù lies liv eus Santez Selia (patronez ar sonerien) hag eus Sant Maoris gant o stalafioù livet ha skultet gant taolennoù da ziskouez istorioù. Ur stern-aoter e koad lies liv, taolennet ennañ "Koan diwezhañ hor salver", pennoberenn ar chapel eo. Gwerennoù livet a-vremañ hag a-gozh. Kaoz a vo gant René ivez eus al lec'h devosion-se a veze lâret an oferenn ennañ betek 1969 hag a vez aozet ennañ ur pardon c'hoazh hiziv an deiz. Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
Vous souhaitez participer à cette rencontre ?
Vous devez être connecté pour contacter l'invitant de cette rencontre.
Connexion Inscription
Votre invitant sur cette rencontre
Se connecter pour consulter ces informations