Ur gumuniezh izili eo Bev.bzh, enni tud hag en em gav da veviñ prantadoù soubiñ e brezhoneg. C'hoant ho peus kemer perzh ? Netra aesoc'h !
Kentañ tra : sevel a ran ma frofil
En em enskriviñ a ran, komz a ran diàr ma fenn e brezhoneg hag e galleg, ha da heul e lakaan ur brav a boltred ac'hanon.
Klask a ran un emgav en ur vonet gant 3 fazenn
1. Klask a ran ur prantad soubiñ er yezh hervez ar sort emgav, ar lec'h hag an deiziad é klikiñ àr « Klask ».
2. Monet a ran e darempred gant kouviour an emgav ec'h ober gant ar furmskrid ha sevel a raomp asampl an emgav.
3. Eh an d'ober gant ar brezhoneg !
Kinnig a ran ur prantad soubiñ e brezhoneg
1. Sevel a ran un emgav é klikiñ àr « Kinnig » pe ec'h ober gant ivinell « Emgavioù » ma c'hont.
2. Respont a ran d'ar re a c'hoant kemer perzh ha d'ar goulennoù treuzkaset gant ar savenn bev.bzh.
3. Eh an da zegemer, da hentiñ pe c'hoazh da gas un abadenn e brezhoneg !