Komz hag en em gavout e brezhoneg
Bev.bzh, kentañ lec'h emgav ar vrezhonegerion !
Bev.bzh, kentañ lec'h emgav ar vrezhonegerion !
Ar c'hentañ benveg, digoust ha savet e Breizh penn-dre-benn, treset evit sevel emgavioù e brezhoneg. Kemerit plijadur e-ser komz e brezhoneg, e-pad ur pred etre brezhonegerion, pe en ur lojiñ en o zi, pe en ur ober traoù arall c'hoazh.
Penaos implij ar savenn e kreiz 2021 ? Un nebeud titouroù amañ !
Hag a-nevez gant bev.bzh ? Redet e oa bet ur c'hilometr gant David, savour bev.bzh !... Hep karr-samm ar Redadeg diraktoñ, avat, boud ma oa da baseiñ goude ar c'heulfe. Amañ ema ar video.
Ober gant ar brezhoneg àr ar pemdez a gas spered ar yezh d'an den. Ne vern pesort live zo ganeoc'h, sur oc'h da vont àr-raok !
Komzit gant brezhonegerion evit ma tennint-i splet ag hoc'h ampartiz àr ar yezh. Ur yezh vev eo ar brezhoneg, ur yezh a-vod evit sevel darempred.
Savit emgav gant brezhonegerion d'ober e-leizh a draoù liessort ha plijus gante.