DCP

Politikerezh implij ar roadennoù personel

 

Prederiet eo bev.bzh get ar soñj bout mestr àr ho roadennoù ha doujiñ d'ho puhez personel rak ma priz ar fiziañs hag ar sklaerded.

Lakaat a raomp hor spi d'ober get ur politikerezh gwall strizh àr ho roadennoù personel en ur zoujiñ doc'h ar Reoliadur hollek àr gwarez ar roadennoù (RHGR) niv. 2016/679 bet lakaet da dalvout d'ar 25 a viz Mae 2018.

1- É karg ag an tretiñ

bev.bzh zo kiriek, ha hi hec'h-unan, a dretamant roadennoù personel hec'h implijerion.

2- Sort roadennoù dastumet

  • Ar roadennoù a roit :
    • Evit en em enskriviñ/ho kont

Evit ober get ar servij e rankit bout ur gont àr bev.bzh, ha hi bet embannet get bev.bzh. Dastum a ra bev.bzh holl ar roadennoù personel a roit a pa savit ho kont àr bev.bzh.

    • Evit skriviñ d'ar skoazell

A pa skrivit d'hor skoazell e c'hellomp dastum ho taveennoù ha dalc'had ar c'hemennoù a gasit deomp. (Gellout a raomp ivez dastum roadennoù teknik àr ho kevreadenn Internet, ho merdeer hag ho penveger.)

 

  • Ar roadennoù a zastumomp ez automatek a pa rit get hor servijoù.

Enrolliñ a raomp roadennoù implij a pa zait d'ober get hor servij (peotramant a pa rit gete e ne vern pesort mod).

Ober a raomp get anaouderioù kevreiñ ha get toupinoù evit aesaat deoc'h merdeiñ hag evit kinnig deoc'h, doc'h ma vez, bruderezh modet a-zivout hor servijoù hag hor labour.

Evit gouiet hiroc'h a-ziàr an toupinoù e c'hellit monet àr lec'hienn ar CNIL àr ar chomlec'h-mañ : https://www.cnil.fr/fr/cookies-les-outils-pour-les-maitriser.

 

3- Implij ho roadennoù

Tretiñ a raomp ho roadennoù personel evit an abegoù-mañ da heul, hag int diazezet àr ar lezenn :

  • tretiñ ar c'hemennoù dre renkiñ ha dre zaveenniñ, meriñ an eskemmadennoù, seveniñ hor labour lakaat e darempred hag a zo er gevrat, en ur gemer evel diazez àr ar gwir sevenidigezh ar gevrat.
  • lakaat da dalvout ur reolennadur (unan ag an tailhoù lakaomp) en ur gemer evel diazez àr ar gwir ar redi dre ar lezenn.
  • kas kemennoù kelaouiñ dre bostel, meriñ ar c'houmanantoù en ur gemer evel diazez àr ar gwir an asant.
  • Derc'hel, suraat ha gwellaat kalite hor servijoù, é sevel hag é tielfenniñ enklaskoù priziiñ hag é studiiñ soñjoù an implijerion, é tretiñ ar roadennoù personel en un diaz-stlenn implijerion hag a ro an tu d'anavout un implijour é tonet plaen, da briziiñ gwell ar goulennoù hag an c'hoantoù, da wellaat kalite ha personeladur an eskemmoù ha da sevel kinnigoù a-fet a zegouezh doc'h an doberioù en ur gemer evel diazez àr ar gwir ar splet reizh.
  • klask evit brudiñ ar c'hinnigoù hag ar servijoù en ur gemer evel diazez àr ar gwir ar splet reizh.
  • miriñ ar gwirioù, evit parraat doc'h an torroù-lezenn, evit kas dirak ar lez-varn pe en em zifenn ma en em gav bout kaset dirak ar lez-varn, evit difenn splet bev.bzh ma sav ur breud bennak, evit miriñ ar surentez stlennek, evit detektiñ ar riskloù é tenniñ d'ar floderezh en ur gemer evel diazez àr ar lezenn ar splet reizh.
  • gwellaat danvez ar servij, er modiñ doc'h c'hoantoù an implijour, brudiñ titouroù (mand eo bet roet e asant get an implijour pand eo bet goulennet getoñ) get ar palioù klask ha marketing.
  • Bev.bzh a zalc'h ivez an tu d'ober get roadennoù dizanv-tre ha n'int ket personelaet evit sevel, doc'h ma tegouezh, studiadennoù àr ar stadegoù é tenniñ da implij he servijoù.

Gwezh erbet ne vez dilezet ar roadennoù da dud arall get bev.bzh. Ne eskemmomp ket ho roadennoù personel get hor c'hevelerion hep hoc'h asant.

Gellout a ra degouezh deomp tretiñ ho roadennoù evit reiñ prouennoù en ur zoujiñ doc'h hor redioù dre ar lezenn.

4- Reseverion ar roadennoù

Dastumet e vez ar roadennoù personel (RP) evit bev.bzh. N'eus nemet ar re a labour àr an tretiñ roadennoù, evit unan ag an abegoù bet displeget amañ, a c'hello sellet ho roadennoù personel ha ken nemet evit an abeg a-fet.

Ar roadennoù personel dastumet, hag int rekis evit anavout an implijerion hag evit deskriviñ ar c'hinnigoù hag an doberioù, a vez diskouezet, hervez monet en-dro ar savenn bev.bzh, d'an holl implijerion, re é vizitiñ pe re enskrivet, evit reiñ da ouiet d'an dud, hag a denno splet anezhe pe pas, ar c'hinnigoù, ar pezh a zo maen-bonn ar servij.

Gellout a ra ar roadennoù personel bout tretet get eiltreterion (pourchaserion servijoù), en ur zoujiñ groñs doc'h ar bennreolenn lakaet amañ a-us, ken nemet evit monet get ar palioù lakaet amañ a-us (lojiñ, bruderezh...).

En em virout a ra bev.bzh a reiñ roadennoù personel da dud arall, get ar soñj ober kenwerzh pe bruderezh, hep hoc'h asant.

Gellout a ra ivez ar roadennoù bout treuzkaset da aozadurioù ha da ensavadurioù publik ma tegouezh ur redi dre ar lezenn (lakaomp e vehent goulennet get pennadurezhioù an tailhoù pe get pennadurezhioù barnerezh).

Gellout a ra roadennoù personel bout treuzkaset da aozadurioù, hag int er-maez ag Unvaniezh Europa (anvet int « pays tiers ») a-benn ma (a) ranker o zreuzkas evit an tretiñ roadennoù, (b) ma vez ret en ober hervez ar lezenn, pe (c) ma ho peus roet hoc'h asant. Ober a raomp d'ar gwellañ evit ma vint treuzkaset en ur zoujiñ doc'h ar lezennerezh àr an treuzkas roadennoù personel ha ma vint gwarezet a-walc'h. 

5- Paderezh miret

Miret e vez ho roadennoù personel kehet ha ma chomont rekis evit seveniñ ar redioù dre gevrat hag ar re dre ar lezenn. Plaen e vez lamet ar roadennoù, pe lakaet dizanv, a pa ne vênt ket mui rekis evit seveniñ ar redioù dre gevrat, nemet ha goulenn a rahe ar redioù dre gevrat evit ar c'henwerzh pe re an tailhoù ma vehe c'hoazh tretet ar roadennoù diwezhatoc'h, pezh a signifi e vehe taolet termen d'ar paderezh miret.

Paderezh miret ho roadennoù personel a chañch doc'h pal an dastum anezhe :

  • Miret e vez ar roadennoù é tenniñ d'hoc'h implij ag ar servij e-pad 12 miz adal ar momant mand ho peus graet get ur servij ha degaset enta an dastum anezhe.
  • Miret e vez roadennoù an implijerion er meriñ eskemmadennoù e-pad 5 blez adal an deiz ma achu an darempred.
  • Ar roadennoù a c'hell bout kemeret dre ur rekizadur lez-varn (roadennoù kevreiñ, identelezh, daveennoù darempred) a vez miret 12 miz adal an deiz mand int bet dastumet.

6- Ho kwirioù

Evit doujiñ doc'h ar reolennadur àr ar roadennoù personel, dreist pep tra ar lezenn niv. 78-17 ag an 6 a viz Genver 1978, bet kemmet get ar lezenn niv. 2002-801 ag an 6 a viz Eost 2004, anvet lezenn « stlenneg ha frankizoù », ha reolennadur Europa àr ar gwareziñ roadennoù niv. 2016/670, anvet « RGPD » ho peus ar gwirioù amañ da heul evit ar pezh a sell doc'h ho roadennoù personel :

  • Aksed : ar gwir ho peus da gaout an testoni mand eo bet tretet ho roadennoù pe pas, ha mand int bet, da gavout ho roadennoù.
  • Kemmiñ : ar gwir ho peus ma vo kemmet, d'ar buanañ, ho roadennoù faos, ha ma vo klokaet ho roadennoù diglok. Da bep koulz e c'hellit ivez kemmiñ ar roadennoù personel é klikiñ àr an ivinell « Ma c'hont » en ho kont personel.
  • Lemel/diverkiñ : ar gwir ho peus ma vo lamet ho roadennoù d'ar buanañ.
  • Bevenniñ : ar gwir ho peus ma vo bevennet an tretiñ a pa savit enep dezhoñ, a pa soñjit eh eus traoù faos en ho roadennoù, a pa soñjit emañ an tretiñ anezhe enep d'ar lezenn, pe a pa ho pez dober anezhe evit diskouez, difenn pe lakaat e pleustr ho kwirioù er justis.
  • Arbenniñ : ar gwir ho peus da arbenniñ da bep koulz doc'h an tretiñ ag ho roadennoù get bev.bzh, a pa vez rekis an tretiñ abalamour da balioù reizh bev.bzh, é tiviz spis en em gaver get un degouezh divoutin. Gellout a rit ivez arbenniñ doc'h an tretiñ graet evit ar c'hlask klianted.
  • Amloadusted : ar gwir ho peus da resev ho roadennoù en ur stumm frammet, boutin, etreoberus ha lennapl àr gement mekanik a zo, ha d'o zreuzkas d'unan bennak arall e karg hep ma savehemp enep da gement-se.
  • Ma savit enep d'an diferadennoù é tenniñ d'an dastum ag ho roadennoù personel ha d'an tretiñ anezhe ho peus ivez ar gwir da sevel ur c'hlemmadur doc'h Kengor broadel ar stlenneg hag ar frankizoù (www.cnil.fr).
  • Gellout a rit ivez reiñ divizoù àr ar mod ma vo miret, lamet pe roet ho roadennoù goude ho marv. Ma n'ho peus roet diviz erbet a-zivout kement-se e raomp deoc'h da ouiet o deus ar gwir ho heriterion da refuz ma vo dalc'het da dretiñ ho roadennoù personel pe d'o neveziñ.
  • Mand eo diazezet an tretiñ ag ho roadennoù personel àr un asant roet genoc'h ho peus ar gwir da lemel hoc'h asant da bep goulz, en ur ouiet e chomo doc'h ar lezenn an tretiñ diazezet àr un asant bet roet kent an dilam-se.

Evit ma vo lakaet ho kwirioù e pleustr, pe evit ne vern pesort goulenn a-zivout ar roadennoù personel, e c'hellit monet e darempred get bev.bzh :

  • dre bostel d'ar chomlec'h : degemer@bev.bzh
  • é kas ur lizher d'ar chomlec'h-mañ : 14 rue du Champ du Four, La Poterie, 22400 LAMBALLE

Rankout a rit prouiñ hoc'h identelezh ha merkiñ e pesort degouezh ho peus bet tro da dreuzkas ho roadennoù personel deomp (deiziad ar c'hlemmadur hag/pe an abeg).

7- Surentez ho roadennoù

Gwareziñ a raomp ho titouroù a-bouez diarbennoù surentez fizik, elektronek ha melestradurel. En hon diarbennoù surentez en em gav arc'hwelioù maltouter, sifriñ, diarbennoù àr ar renkiñ (evel ur sistem anaouder hag ur sistem ger-tremen, modoù gwareziñ fizik,...).