Foar ar goulennoù (FAG)

Monet en-dro

Penaos donet da vout ezel ?

Krouit ur gont (klikit àr « Enskriviñ » ha grait ar pezh a vez goulennet ganeoc’h).

Er feson-se e c'hrataoc'h doujiñ doc’h an Divizoù hollek implij (DHI).

Evit netra en em enskriv an den.

N'eo ket gwall aes din lenn e brezhoneg, ha gellout a ran ober gant an etrefas e galleg nemetken ?

Ya, tu zo en ober, divyezhek eo an etrefas penn-dre-benn. Neoazh, n'eo ket ret tamm erbet d'an implijerion ober gant ar galleg. Rak-se e kavoc'h danvez e brezhoneg nemetken, lakaomp profil implijerion arall pe o c'hinnigoù degemer (lojeris pe pred) pe c'hoazh abadennoù kinniget gante.

Ha bout eh eus benveger enlinenn hag a c’hellehe sikour ganin merdeiñ àr ar lec’hienn e brezhoneg ?

Er penn kentañ e c'hellit monet en etrefas ag ar galleg d'ar brezhoneg : dre forzh gwelet ar pajennoù hag an testennoù e vihanay an dober lenn ar stumm gallek.

Evit an testennnoù zo e brezhoneg nemetken e aliomp deoc’h ober gant ar geriadurioù enlinenn a vez kinniget gant Lexilogos ha gant Geriafurch (tu zo klask e meur a c'heriadur àr-un-dro gantañ).

Ha gellout a ran reiñ ma soñj pe sevel ur c’hlemmadur a-zivout ur c’houviour ?

Ya, kasit ho klemmadur deomp da degemer(e)bev.bzh.

Ma skrivan deoc’h da zisklêriiñ un diaezamant am eus bet gant un ezel bennak arall, ha chom a ray kuzh ma c’hemenn ?

Ya, tretet e vo ho kemenn gant hor pare nemetken. Grataat a raomp e chomo an divizoù etre c’hwi ha ni.

Kavet em eus ur bug er lec’hienn.

Plijet ganeoc’h kas doare a gement-se d’ar chomlec’h degemer(e)bev.bzh.

An emgavioù

Penaos klask un emgav ?

Klikit àr « Klask » ha leuniit ar furmskrid (sort emgav, deiziad, lec'h, ma vo tu d'ar vugale kemer perzh pe pas).

C'hoant 'm eus kemer perzh en un emgav : penaos e c'hellan miriñ ur lec'h ?

Bev.bzh ne ra ket àr-dro miriñ pe lakaat da baeiñ. Ne ra ken nemet lakaat an implijerion e darempred. Diàr fichenn un emgav e c'hellit monet e darempred gant ar c'houviour ha goulenn gantañ miriñ ur lec'h evidoc'h.

Klask a ran un emgav evit ma bugale, ha posupl eo ?

Ya, ma vez kavet àr fichenn an emgav ar menegoù « A-vod evit ar vugale » pe « Bugale a vo ».

Penaos lemel e viradenn pe chañch traoù zo enni ?

Degas a raomp soñj deoc'h ne ra ket Bev.bzh àr-dro miriñ ar lec'hioù ha ne ra ken nemet lakaat an implijerion e darempred. Ma ho peus roet da c'hoût d'ur c'houviour e karehec'h kemer perzh en un emgav ha miret enta ur lec'h gantañ, kasit doare dezhañ a gement chañchamant a c'hell degouezh dre ho postelerezh pe dre bellgomz, mand eo e niverenn ganeoc'h.

Ma soñj zo just monet e ti an dud met n’hellan ket degemer anezhe er gêr. Ha posupl eo ?

Ya, diazezet eo ar lec’hienn-mañ àr volontez vat an dud.

Ha dle eo monet da lojiñ ‘barzh ti un ezel am eus bet tro da lojiñ ?

N’eo ket, a-vad e vez graet an eskemmoù, n’en em gav ket dleour an hini zo bet degemeret.

Kemeret em eus perzh en un emgav, pelec’h e c’hellan reiñ ma soñj ?

N'eo ket ar savenn Bev.bzh gant ar soñj broudiñ an dud da reiñ un notenn da bep emgav. A pa vehe paseet mat pe fall, ar gwellañ zo monet da gomz d'ar c'houviour eeun-hag-eeun ha dre gaer. Ma teu c'hoant deoc'h reiñ kinnigoù da wellaat an traoù pe reiñ da c'hoût eh oc'h fallgontant gant an dra-mañ hag an dra-hont e c'houlennomp ganeoc'h bout aketus da ziskouez an tuioù mat seul taol.
Mod arall, ma ho peus c'hoant diskouez d'ar muiañ a dud pegen kontant eh oc'h gant ar lec'hienn, evit broudiñ brezhonegerion arall da gemer perzh er lec'hienn lakaomp, e vo ur blijadur evidomp embann ho soñjoù àr ar bajenn degemer. Gellout a rit o c'has deomp da degemer(e)bev.bzh.

 

Penaos e c’hellan kas doare ag un diaezamant gant un emgav kinniget ?

Àr bep fichenn emgav e vez kavet ur bouton « Disklêriiñ un drougimplij ». Ma klikit àr ar bouton-mañ en em gavoc’h àr ur furmskrid a dalvo da gas ur c’hemenn deomp. Etre c’hwi ha ni e chomo-eñ.

Pesort goulennoù a zlehen sevel doc'h ar c'houviour kent monet da lojiñ pe da zebriñ en e di ?

Mand eo ho soñj monet da lojiñ pe da brediñ e ti un ezel bennak ag ar lec'hienn e tleit, da gentañ penn, bout sur e vo dijapl d'an deiz a garit.

Ma vez dijapl, d'ar c'houviour ha d'ar re kouviet d'en em glevet àr ar mod d'aprestiñ an degemer :

- ar pad (an niver a euriadoù pe a noziadoù) ;
- an eur degouezh hag an eur loc'hiñ ;
- ar lod a c'hellehe bout goulennet ganeoc'h reiñ evit ar frejoù.
Reiñ a ray ar c'houviour e chomlec'h resis hag e niverenn-bellgomz ivez.

Respontet en deus un implijour din n'eo ket evit man degemer daoust ma oa lakaet e gouviadenn d'an deiz am boa klasket.

Treset eo ar savenn evit ma vo aes d'implij, evit ar c'hlask kerkoulz hag evit ar c'hinnig degemer evit noziadoù pe predoù.
Evel-se e c'hell ar gouvierion lakaat ar prantadoù ma kav gante e vint dijapl en ur mod plaen.
D'an implijerion intereset emañ enta sellet ha dijapl e vo ar gouvierion da vat d'an deiz a garehent.

Penaos kemer perzh en un emgav kinniget àr ar savenn ?

Mand eo ho soñj kemer perzh en un emgav kinniget gant un ezel bennak ag ar lec’hienn e c’hell bout graet an traoù dre ziv feson :

1. Holl an titouroù rekis (pad, eur, lec’h emgav ha c’h.) zo lakaet er fichenn savet gant ar c’houviour ha n’eus ket bet lakaet niver uhelañ a dud erbet (lakaomp evit un degouezh er-maez). Ne vo ken nemet monet eno evit kemer perzh en emgav.

2. Mankiñ a ra titouroù zo pe dav eo miriñ e lec’h en arbenn ag un niver uhelañ a dud bet lakaet. Kerzhit e darempred gant ar c’houviour evit en atersiñ diàr-benn an degouezh (lakaomp pegen diaes e vo an dro-vale, penaos e vo kaset an c’hoari, an dafar da zegas, ha c’h.) hag evit bout sur evel-se e c’helloc’h kemer perzh. D’ar c’houviour e vo enta merkiñ mat an niver a dud evit bout sur e c’hello donet a-gement a c’hoant kemer perzh.

C’hoant ‘m eus kinnig un emgav er-maez a Vreizh met ar gartenn ne ziskouez anv-lec’h erbet lec’h ma faot din er lakaat. Penaos ober ?

Ober a ra ar savenn Bev.bzh gant servijoù kartennouriezh frank OpenStreetMap. Maget eh eus bet ur roll anvioù-lec’h e brezhoneg, diàr labour Ofis publik ar brezhoneg dreist pep tra, gant implijerion Internet, evit gelliñ o diskouez àr kartennoù OpenStreetMap. Neoazh, er « gwiskad » roadennoù-se n’eus nemet un dornadig anvioù-lec’h er-maez a Vreizh hag ar gwiskad-se ne ra ket dave d’ar roadennoù zo c'hoazh anezhe, a pa vehent e galleg pe e yezh ar broioù diskouezet. Rak-se e kinnigomp deoc’h monet, doc’h rekis, àr stumm « etrevroadel » OpenStreetMap, hag a ziskouez anvioù-lec’h ofisiel ar broioù diskouezet. Evit en ober, klikit àr ar bouton « Etrevroadel » er lein a-zehoù àr ar gartenn.

Modell armerzh

Pegement a goust en em enskriviñ àr ar lec’hienn ?

Evit netra en em enskriv un den.

Ha chom a ray digoust monet àr ar lec’hienn ?

Ya, grataat a ra ar gevredigezh Roued e chomo digoust an aksed d’ar lec’hienn evit an hiniennoù.

Pegement a goust un emgav ? Ur pred, ur lojeris, ur c’henweturiñ ?

Ma seblant deoc’h penaos ar prantad soubiñ a savo mizoù, daoust ma n'eus meneg erbet a gement-se àr ar fichenn, e aliomp deoc’h aters ho kouviour a-zivout an dalc'h-se en a-raok.

Me 'garehe sikour ar raktres Bev.bzh, petra 'c'hellan ober ?

Kentañ tra d'ober : kasit brud ag ar lec'hienn Bev.bzh tro-dro deoc'h !
Hep an implijerion n'eus tamm talvoudegezh erbet d'ar savenn.
Seul niverusoc'h e vimp ec'h ober plaen ganti ha seul vuioc'h a emgavioù plijus a vevomp asampl en hor buhez pemdeziek, seul vevoc'h ha seul sonnoc'h e vo kumuniezh ar vrezhonegerion. N'eus nemet er feson-se e vo roet holl e dalvoudegezh d'ar raktres.
Gellout a raer bout engortoz ma kreskay an niver a implijerion rak ma tay c'hoant da dud arall deskiñ ar yezh hag ober ganti er-maez ag o frantadoù deskiñ, hag evel-se e lakaint-i o anv ivez.
Tu zo deoc'h ivez reiñ un donezon d'ar gevredigezh Roued.
Pandeogwir emañ soñj ar gevredigezh gant ur pal splet hollek (da lâret eo ne labour ket evit hec'h izili nemetken) e c'helloc'h digontiñ 66 % diàr ho tailhoù.
Resev a raoc'h enta ur paper-diskarg enebadus da velestradurezh an tailhoù.
Ma faot deoc'h sikour ganeomp en ur mod arall eh omp sur da gavout labourioù da fiziiñ ennoc'h !
Respont d'ar goulennoù bet kaset gant implijerion a c'hellehe bout unan anezhe, pe c'hoazh tretiñ ar skeudennoù bet lakaet gant an implijerion da vagiñ skeudennaoueg ar lec'hienn.
 

Petra eo modell armerzh ar lec'hienn ?

Sevel ar lec'hienn zo bet argantet, evit darn, gant ar Redadeg evit 10 000 €, ha gant ar gevredigezh Roued hec'h-unan, ha hi argantet gant donezonoù nemetken.

En arbenn ag ar mizoù bloaziek e tleo ar vodell armerzh chañch.
N'omp ket engortoz a lakaat an hiniennoù da baeiñ, na da werzhiñ an disterañ titour muioc'h.
Hiziv e soñjomp e c'hellehe bout lakaet bruderezh (e brezhoneg !) pe ur c'hinnig servijoù treset evit aktourion arall kumuniezh ar vrezhonegerion. 

 

Ma c'hont

Penaos kemmiñ titouroù ma frofil ?

Da bep koulz e c'hellit kemmiñ titouroù ho profil hag a zo en ho taolenn-stur. Goude bout kevreet, klikit àr « Ma c'hont », ivinell « Titouroù ».

Ne ouian ket penaos priziiñ ma live e brezhoneg.

Gellout a rit priziiñ ho live en hoc'h-unan a-bouez ar levrig-embriziiñ.

Penaos chañch ma ger-tremen ? ma chomlec'h postel ?

Goude bout kevreet, klikit àr « Ma c'hont », ivinell « Surentez ».

Klask a ran kemmiñ titouroù ma c'hont met ne zeu chañchamant erbet àr ar lec'hienn.

Kasit ur c'hemenn deomp d'ar chomlec'h degemer(e)bev.bzh.

Penaos e c'hellan lemel ma c'hont ?

Goude bout kevreet, klikit àr « Ma c'hont », ivinell « Titouroù », ha klikit àr ar meneg « Lemel ma c'hont ».

Krouet em eus ur gont met ne 'm eus resevet postel kadarnaat erbet.

Marse emañ arru ar postel en ho teuliad stroboù (spam). Ma n'er c'havit ket ennoñ, kasit doare deomp d'ar chomlec'h degemer(e)bev.bzh.

Kollet eo ma ger-tremen ganin.

Klikit àr « Kevreiñ », ha goude àr ar meneg « Kollet eo ho ker-tremen ».

Lakait ho chomlec'h postel kent er c'has.
Kaset e vo ar mod da adtapout ar ger-tremen dre bostel gant ar lec'hienn.

Bev.bzh

Penaos emañ ganet Bev.bzh ?

Ganet eo ar raktres Bev.bzh diàr an abegoù-mañ : rankiñ a ra ur yezh bout implijet evit beviñ, desket e vez buanoc'h hag aesoc'h é taremprediñ yezherion arall, strewet eo kumuniezh ar vrezhonegerion e pep lec'h e Breizh hag e lec'h arall ha, dreist pep tra, gellout a ra bout anezhe e lec'hioù zo hep goût da zen (da skouer er c'hêrioù bras). 
Re a zeskidi a zilez enta ar brezhoneg rak ne gavont ket degouezhioù a-walc'h d'ober gant ar yezh, daoust ma eh eus e-leizh a yezherion arall er gêr vras mand int é chom.
Setu penaos emañ ganet e 2013 ar soñj sevel ur lec'hienn hag a ray an tu d'ar vrezhonegerion d'en em gavout enlinenn evit beviñ prantadoù soubiñ, pell a-zoc'h ar skrammoù, evel ma vez kinniget gant lec'hiennoù arall, enne kinnigoù abadennoù a bep sort (re sevenadurel, sport pe re arall) pe c'hoazh kinnigoù da vout degemeret pe da zegemer.
Ar Redadeg, studiet ganti ar raktres e 2015, he doa dalc'het ur lodenn anezhañ, hini Bod pe boued (« Degemer pe bout degemeret e brezhoneg »).
Abalamour d'an diover a amzer da reiñ d'ar raktres eh eus bet taolet termen dezhañ hag e miz Du 2018 e resevo Roued, ar gevredigezh e karg anezhañ, an hanter ag ar sammad bet lakaet gant ar Redadeg a-benn ar fin.
E 2020 e teu ar raktres er-maez !
Gant kinnig an ajañs web bet dibabet, GroupLive (Ploeren, 56), e vo tu sevel ar muiañ ag an arc'hwelioù bet treset, nemet daou anezhe :
- renabliñ barregezhioù ar vrezhonegerion, hag a chom da sevel, d'hor soñj-ni, evit gellout sevel pareadoù brezhonegerion penn-dre-benn en-dro da raktresoù liessort ;
- lakaat àr-wel ar lec'hioù micherel (embregerezhioù, komersoù, ha c'h.) lec'h ma c'hell an den bout servijet, pezh zo bet graet a-c'houde gant ar lec'hienn stal.bzh.
 

Evit piv emañ savet ar savenn ?

Treset eo evit ar re gomz ha/pe a zesk ar brezhoneg, hag evit kement den a c'hoant ober gantañ en e vuhez pemdeziek.

Stad ar raktres hag an tresoù evit an amzer da zonet

Deoc'h-c'hwi eo ar savenn-mañ !
Daoust ma seblante deomp bout klok a-walc'h a pand eo bet lakaet enlinenn e 2020 ne barra ket doc'homp a zerc'hel d'he gwellaat.
Na zoujit ket enta a ziviz deomp pesort kemmoù a garehec'h ma vint graet d'ar lec'hienn, a-fet an ergonomiezh koulz evel evit an daremprediñ etre an implijerion pe evit an arc'hwelioù kinniget. 
Evel-just n'omp ket evit grataat deoc'h e vint graet met sur eo e vint studiet pervezh ganeomp ha marse e vint degaset a pa vo komz a zegas ur chañchamant bras d'ar lec'hienn, pezh a vo graet a pa vo argant a-walc'h.
Ar chañchamantoù a zegouezho a vo doc'h ar prederi pennañ, da lâret eo dalc'h an argant : evit netra e raer gant ar lec'hienn met mizoù a zo d'he lakaat da vonet en-dro enlinenn.
Dav e vo enta kavout kantrepouez etre derc'hel an implij digoust evit an hiniennoù hag argantiñ ar benveg da vout sur e pado.
E-mesk ar soñjoù zo ganeomp e kaver ar soñj sevel ur widget treset evit ar c'hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg. Ec'h ober gantañ e c'hellint reiñ da c'hoût aes-kaer o c'hinnigoù stal(ioù)-labour, o abadennoù, o degouezhioù e brezhoneg a-bouez hor lec'hienn. Ur mod oc'hpenn da vrudiñ e vo-hi.
Marse e lakaimp ivez bruderezh àr ar lec'hienn ma ro an tu da baeiñ ar mizoù stabil (herberc'hiiñ, kempenn).
Goulenn a raimp ma vo graet e brezhoneg dre ret.
An arc'hwel renabliñ barregezhioù ar vrezhonerion, dezhañ ar pal sevel pareadoù enne brezhonegerion nemetken, hag int é labourat àr raktresoù liessort, stag d'ar sevenadur pe pas, a oa er raktres kentañ. Dilezet eo bet evit c'hoazh, met marse e vo kavet e lec'h dezhañ er savenn... pe e lec'h arall !

Ha bout eh eus raktresoù arall gant ar gevredigezh Roued ?

Gellout a rit kavout hor raktresoù amañ.

Benvegoù ar web

Penaos eh a en-dro kartenn ar lec'hienn ?

Ober a ra ar lec'hienn gant ar servij kenlabour kartennouriezh enlinenn OpenStreetMap.

Ar skeudennoù

Penaos choaziñ ur skeudenn evit an emgav a ginnigan ?

P'en em gavit àr ar bajenn da sevel pe da gemmiñ un emgav, er lodenn « Poltred an emgav » e c'hellit :

  • « Choaziñ ur poltred er skeudennaoueg », da lâret eo ober gant ur poltred ag hor bankad poltredoù ;
  • pe « Lakaat ur poltred personelaet » ma ho peus c'hoant lakaat ur poltred hag a zo c'hoazh ganeoc'h. Hennañ a zle bout deoc'h pe bout frank a wirioù.
Ne gavan skeudenn erbet evit ma c'humun pe evit an abadenn am eus c'hoant kinnig.

Gellout a rit ober gant poltredoù hor bankad skeudennoù.
P'en em gavit àr ar bajenn da sevel pe da gemmiñ un emgav, er lodenn « Poltred an emgav », klikit àr ar meneg « Choaziñ ur poltred er skeudennaoueg ».
Ma ne zeu disoc'h a-vod erbet da heul ar c'hlask evit ho kumun pe evit an abadenn kinniget eh eus div feson d'ober :
1. Ober gant ur poltred tennet ganeoc'h.
Aze en em gaver c'hoazh gant daou hent :

  • Ne zegouezh ken nemet d'an emgav a ginnigit (da skouer, poltred ho ti ma kinnigit lojiñ implijerion arall). Gellout a rit ober gantañ evit ar fichenn-se nemetken. Da notenniñ zo e tilezit ar gwir da vout paeet gwirioù oberour, ur baemant hag a vehe bet graet gant ar savenn pe gant ar gevredigezh Roued.
  • Gellout a rahe talviñ da implijerion arall (da skouer poltred un abadenn ha na vez ket kavet c'hoazh er skeudennaoueg). Hoc'h aliiñ a raomp enta da reiñ ar poltred-se d'ar savenn Bev.bzh. Evel ma tispleg an divizoù hollek implij (DHI), an implij ag ar poltred àr ar lec'hienn ne zegaso ket naket ar gwir da dapout gwirioù oberour. Met deoc'h-c'hwi e chomo hag a-bouez eo enta leuniiñ ar vaezienn IPTC « Copyright ». 

2. Klask ur poltred frank a wirioù. Evel ma tispleg an DHI e chomoc'h kiriek a implij ar poltred-se àr ar lec'hienn hag àrnoc'h e vo lakaet ar garez ma vez gwallet gwirioù oberour zo.

Penaos reiñ ur skeudenn d'ar lec'hienn Bev.bzh ?

A pa vêc'h é sevel un emgav, ma ne gavit poltred a-vod erbet er skeudennaoueg, e c'hellit « Lakaat poltredoù personelaet ».
Klikit goude àr ar bouton « Klask fichennaouegoù » evit choaziñ ur poltred a zo àr hoc'h urzhiataer pe àr ho penveg.
Dle e vo deoc'h askiñ ar log da destoniiñ eh oc'h an aozour anezhañ pe da destoniiñ emañ ar gwirioù implijout ganeoc'h.
Evel-se e roit ar gwirioù implijout d'ar savenn Bev.bzh ha ne sav dle erbet àrnezhi ma vez embannet ar poltred stag d'hoc'h emgav en arbenn ag ar gwirioù oberour. 
Ma askit ivez ar log da ziskouez eh oc'h kontant ma vo lakaet ar poltred-se e skeudennaoueg ar savenn e vo tretet ar poltred ganeomp evit ma c'hello implijerion arall ober gantañ goude bout kaset ur c'hlask a-bouez gerioù-alc'hwez.
C'hoant ho peus aesaat deomp ar labour ?
Tretit ho poltred en hoc'h-unan !
Ar gwellañ ledanded a zo 1 000 px.

Evit ma vo tu kas ur c'hlask e tleer stagiñ an titouroù IPTC doc'htoñ.
Gant poelladoù digoust e c'heller en ober.
Àr ar poltred e lakaoc'h aozour ar poltred (maezienn Copyright), ar bloaz pe an deiziad mand eo bet tennet, ar lec'h (ar c'humun, ar lec'h resis, ar vro) ma c'hell bout anavet dre ar poltred, an abadenn a ziskouez doc'h ma vez, ha c'h. Ar gwellañ eo ma vint lakaet e brezhoneg hag e galleg evit roiñ an tu da glask en div yezh.
Da skouer, setu an titouroù IPTC stag d'ar poltred-mañ :

- "Camaret-sur-Mer, Kameled, chapelle Notre-Dame-de-Rocamadour, Chapel Rocamadour, bateaux, bagoù" evel gerioù-alc'hwez ;

"©Donatienne Guillaudeau - CRT Bretagne" evel Copyright.

Camaret

test fr