Goût hiroc'h a-zivout Dizoloit Chapel Sant Selia e Brieg
Chomlec'h / Lec'h emgav : se connecter pour consulter cette information
13/10/2024
Brieg
10e1/2 mintin
E brezhoneg
Dre virout e blas
***
Ti ar Vro Kemper a ginnig deoc'h ur weladenn e Brezhoneg evit ar glad asambles gant René Pétillon. Hennezh a lako ac'hanoc’h da anavezout Chapel Sant Selia, emañ hanter hent etre Kemper ha Brieg.
René Pétillon, prezidant Komite Chapel Sant Selia, a gonto deoc'h istor ar batis-se eus ar 16vet kantvet, klaset eo gant ar Monumantoù Istorel. Dispar eo an danvez a zo enni : skeudennoù lies liv eus Santez Selia (patronez ar sonerien) hag eus Sant Maoris gant o stalafioù livet ha skultet gant taolennoù da ziskouez istorioù. Ur stern-aoter e koad lies liv, taolennet ennañ "Koan diwezhañ hor salver", pennoberenn ar chapel eo. Gwerennoù livet a-vremañ hag a-gozh. Kaoz a vo gant René ivez eus al lec'h devosion-se a veze lâret an oferenn ennañ betek 1969 hag a vez aozet ennañ ur pardon c'hoazh hiziv an deiz.
Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
C'hoant ho peus kemer perzh en emgav-mañ ?
Rekis eo deoc'h bout kevreet evit skriviñ da gouviour an emgav-mañ.
Kevreiñ
Enskriviñ
Ho kouviour
Kevreiñ evit goût hiroc'h